Giorgio Vasari
Giorgio Vasari (30 a viz Gouhere 1511 en Arezzo - 27 a viz Mezheven 1574 e Firenze) a oa ul livour italian eus ar XVIvet kantved, hag ivez un tisavour hag ur skrivagner.
Brudet eo e levr Le Vite (pe Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori), diwar-benn buhez arzourien italian e amzer, ar c'hentañ levr diwar-benn istor an arz. Muioc'h e oa priziet e livadurioù en e vev eget en amzer-vremañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e ti tud dister, hag erbedet e voe gant e genderv Luca Signorelli da vont da ziskibl gant Guglielmo da Marsiglia da zeskiñ ar vicher livañ gwer. D'e 16 vloaz e voe kaset gant ar c'hardinal Silvio Passerini d'ober e studi da Firenze gant Andrea del Sarto hag e ziskibien arall Rosso Fiorentino ha Jacopo Pontormo. Ober a ras anaoudegezh gant Michelangelo, ha levezonet bras e voe gantañ. E 1529 edo e Roma o studiañ oberennoù Raffaello hag arzourien all an Azginivelezh roman . Implijet e voe gant tud an tiegezh Medici e Firenze hag e Roma, ha labourat a reas ivez e Naplez hag en Arezzo.
E-touesk e livadurioù brudetañ e vo meneget:
- murlivadurioù ha leinlivadurioù ar sal Cosimo (1añ) er Palazzo Vecchio e Firenze, e 1555, a voe echuet gant Federigo Zuccaro sikouret gant Giovanni Balducci;
- kinkladur Studiolo Frañsez Kentañ (ar roue gall) er Palazzo Vecchio, kentoc'h evel rener al labour eget evel arzour.
Pouezusoc'h avat eo e labour tisavour eget e livadurioù.
Skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo e levr Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori) (1560-1570), un oberenn a bouez, embannet e 1550 evit ar wech kentañ, adembannet e 1568. Urzhiañ a ra an arzourien zo bet en e raok pe ar re zo kempred gantañ gant ur sell istorel.
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deposizione di Cristo, 1532, eoullivadur war goad, 144 x 113 cm, Arezzo, Casa Vasari.
- Ritratto di Lorenzo il Magnifico, 1534 ca, eoullivadur war goad, 90 x 72 cm, Firenze, Galleria degli Uffizi.
- Ritratto di Alessandro de' Medici, 1534 ca, eoullivadur war goad, 157 x 114 cm, Firenze, Galleria degli Uffizi.
- Cristo in casa di Marta e Maria, 1539-1540, eoullivadur war goad, 404 x 250,6 cm, Bologna, Pinacoteca Nazionale.
- Deposizione dalla croce, 1540 ca, eoullivadur war lien, 311 x 210 cm, Camaldoli, Chiesa dei Santi Donato e Ilariano.
- Cena di san Gregorio Magno, 1540, eoullivadur war goad, 403 x 255 cm, Bologna, Pinacoteca Nazionale.
- Allegoria dell'Immacolata Concezione, 1541, eoullivadur war goad, 58 x 39 cm, Firenze, Galleria degli Uffizi.
- La tentazione di san Gerolamo, 1541 ca, eoullivadur war goad, 169 x 123 cm, Firenze, Palazzo Pitti, Galleria Palatina.
- Sacra Famiglia con san Francesco, 1542, eoullivadur war lien, 184 x 125 cm, Los Angeles, County Museum of Art.
- La Giustizia, 1542, eoullivadur war lien, Venezia, Gallerie dell'Accademia.
- Allegoria della Giustizia, della Verità e dei Vizi, 1543, eoullivadur war goad, 353 x 252 cm, Napoli, Museo di Capodimonte.
- Venere e Cupido, 1543 ca, eoullivadur war goad, 131 x 199 cm, Windsor, Royal Collection.
- Papa Paolo III Farnese dirige la costruzione di San Pietro, 1544 ca, affresco, Roma, Palazzo della Cancelleria.
- Resurrezione di Cristo, 1545, eoullivadur war goad, 117 x 73 cm, Napoli, Museo di Capodimonte.
- Natività, 1546 ca, eoullivadur war goad, Roma, Galleria Borghese.
- Sacra Famiglia, sant'Anna e san Giovannino, 1546 ca, eoullivadur war goad, 82 x 60,5 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
- Giuditta decapita Oloferne, 1554 ca, eoullivadur war goad, 108 x 79 cm, Saint Louis, Art Museum.
- La toilette di Venere, 1558, eoullivadur war lien, Stoccarda, Staatsgalerie.
- Lapidazione di santo Stefano, 1560 ca, eoullivadur war lien, 300 x 163 cm, Città del Vaticano, Pinacoteca Vaticana.
- Sala del Cinquecento, 1565, affreschi, Firenze, Palazzo Vecchio.
- San Luca dipinge la Vergine, 1565 ca, affresco, Firenze, Chiesa della Santissima Annunziata.
- Autoritratto, 1566-1568 ca, eoullivadur war goad, 100,5 x 80 cm, Firenze, Galleria degli Uffizi.
- Cristo nell'orto del Gestsemani, 1570 ca, eoullivadur war goad, 143,5 x 127 cm, Tokyo, National Museum of Western Art.
- Adorazione dei pastori, 1570-1571, eoullivadur war goad, 131 x 69 cm, Chazen, Museum of Art.
- Perseo e Andromeda, 1570-1572, eoullivadur war lien, 117 x 100 cm, Firenze, Palazzo Vecchio.
- Incredulità di Tommaso, 1572, eoullivadur war goad, Firenze, Basilica di Santa Croce.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jeanne Poisson : Vasari était-il un grand historien d'art ? (1973), savet diwar he zezenn diwar-benn fazioù Vasari e-barzh le Vite.
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Skrid ar Vite
- (en) Vasari en Artcyclopedia